SQL

SQL (Structured Query Language) a zo ur yezh programmiñ despizañ roadennoù (saozneg : DDL - Data Definition Language), un areg dazverañ (embreg) roadennoù (DML - Data Manipulation Language) hag ul lavar gwiriañ roadennoù (DCL - Data control Language) evit ar stlennvonoù daveaduriek.

Ijinet e oa bet an delvan (pe patrom) daveaduriek gant E.F. Codd a oa rener kreizenn imbourc'h IBM e San Jose e 1970. Da heul e oa bet ergrafet yezhoù :

  • IBM Sequel (Structured English Query Language) e 1977 ;
  • IBM Sequel/2 ;
  • IBM System/R ;
  • IBM DB2.

Al lavaroù-se eo o deus lakaet da vezañ ijinet ar skoueriegezh SQL skoueriekaet e 1986 gant an ANSI d'ober SQL/86 ha war-lerc'h e 1989 an handelv SQL/89. SQL 2 a vezer oc'h envel reolad SQL/92 deuet er-maez e 1992. SQL/99 an handelv (pe stumm) diwezhañ a zo deuet er-maez e 1999 dindan ar reolad ISO/IEC 9075X:1999. Hogen ne heuilh ket un darn eus embannerien meziantoù ar reolad a-bezh. E-gizh-se e vez kefloueret (~ emboudet) spesadelioù e-barzh ul lodenn eus aregoù SQL gant embannerien 'zo. Da skouer an areg SQL implijet gant Microsoft ACCESS a zo ennañ diforc'hioù e-keñver ar reolad ANSI.


Developed by StudentB